Degemer mat !
Ar skol diwan zo ur skol divyezhek brezhoneg-galleg dre soubidigezh, kevredigezhel, digoust, laik ha digor d'an holl. ral breizhek pe get. Doujañ a ra programmoù an deskadurezh-Stad hag ivez d'an divyezhegezh kempouez.
![]() | ![]() | ![]() | ![]() |
|---|
Darvoudoù da zont
Boum Nedeleg
17 kerzu 2025
D’ar Merc’her 17 a viz Kerzu e oa bet aozet ur voum e moger-dro ar Sterenn.
Deuit niverus d’ar boum evit lidañ deroù ar vakañsoù ha hudouriezh an Nedeleg.
Digorit mat ho taoulagad, marteze e teufe un den bennak da welet ac’hanomp a-benn nebeut...
Dastum kazetennoù
2025/2026
A-hed ar bloaz e krog ar skol Diwan da zastum kazetennoù.
Taolit evezh ouzh stad ho kazetenn, naet e rank bezañ. Bailhoù melen zo o c'hortoz ac'hanoc'h en antre ar skol.
Dorioù digor e 2025
E 2026 er skol
Devezhioù dorioù digor a vez aozet gant ar skol, teir gwech ar bloaz evit reiñ d’ar skolidi d’ober anaoudegezh gant ar c’helenn dre soubidigezh mont en-dro ar skol. Ar re a zeu a vo a-benn 2026.
troc'h ha padell
Mae 2026
Aozet e vo troc’h ha padelligoù e parklec’h al Leclerc e Konk-Kerne e fin miz Mae.
Un abadenn ma c’hallo ar skolidi kemer perzh asambles gant o familh.
Fest deiz/ noz
Ebrel 2026
D'an 18 a viz Ebrel 2026 e vo aozet ur fest diez/noz er skol.
Deuit niverus.
kermezenn
Mezheven 2026
D'ar 27 a viz Mezheven 2026 e vo aozet ur c'hermezenn gant skol Diwan de tregon.
Deuit e darempred ganimp ha deomp d'ober plijadur asambles.
keleier
Labourioù er skol Diwan
2025/2026
Er bloaz-mañ e vez graet an distro-skol gant selioù nevez er skol a-bezh!
Er c'hlas Mary eo bet adsavet al leur ha staliet ez eus bet kadorioù nevez evit ar CM.
Kement tra zo ezhomm evit kregiñ gant ar bloavezh dindan aozioù mat.
Ha n'eo nemet deroù al labourioù! A-benn nebeut e vo douaroù ha arrebeuri nevez er skol a-bezh.
Yaou poull-neuial e Konk-Kerne
Eus miz Gwengolo da viz Kerzu 2025
Setu, echu eo ar vakañsoù hañv!
Hag evit an trimiziad kentañ :
Bep Yaou goude kreisteiz e vez poull-neuial gant ar c’hlas e Mary, ar c’hlas e Céline hag ar GS e Morlu. Netra gwelloc'h eget kaout plijadur er mor e-pad an devezhioù kaer, eget deskiñ neuial gant mignoned ar skol.
spered Nedeleg er skol
Décembre 2025
E skol Diwan Tregon,
Goustadik e krog spered an Nedeleg d'en em staliañ.
Da gentañ, gant gwerzh ar sapinoù evit mad ar skol. Met ivez ar c'hinkladurioù a gemer tamm-ha-tamm o flas er skol.
Bezit prest da zont er-maez ho pull kaerañ eus Nedeleg, ezhomm ho po a-benn nebeut...
eskemmoù sevenadurel
2025/2026
Er bloaz-mañ e kemer perzh klasoù Mary (CE2, CM1 ha CM2) en ur programm evit an eskemmoù sevenadurel. Klotañ a reont dre lizheroù eskemmet gant bugale eus ur skol en Afrika, e Senegal, resisoc'h e Casamance. Chañs o do e-kerzh ar bloaz-mañ o kaout un dileuriad eus ar skol hag a zilec'ho evit respont d'o c'halloud. Skarzhomp.





