Bezañ kerent skolidi
Mont en-dro hor skol
Amañ emañ hor skol digoust, laik ha digor d’an holl.
Ar gevredigezh deskadurezh-pobl (AEP), skoazellet gant ar Kusul Skoazell, a ra war-dro arc'hantaouiñ ar salioù hag ar c'hargoù ar goproù evit ar c'hoskor n'int ket kelennerien (3 atsems, 1 servij keodedel). Neuze eo bras lodenn an emarc’hantaouiñ.
Digoust eo ar skol, met ret-groñs eo lakaat arc'hant gant tud ar vugale, ha gallout a reont en ober e meur a zoare :
-
emouestlañ e-barzh ar c’hevredigezhioù, tud a-youl vat,
-
aozañ ha/pe bezañs en abadennoù aozet,
-
skoazell ur wech an amzer (labourioù bihan, erlec'hiañ ar c'hoskor a vank eus an amzerioù diwallerezh, kantinoù, tiegezhioù...),
-
donezonoù (deuet da vezañ donezonerien evit harpañ ar skol) dre vare pe bep miz.


Ar Gevredigezh Deskadurezh Poblek?
Karget eo da verañ arc’hant ar skol hag an amzer troskol.
Karget eo eus tuta hag eus goprañ an ASEM, ober a ra war-dro aozañ ar c’hantin hag an diwallerezh. oadvezh an darempredoù gant ar gevelerien a bep seurt (kêr, kevredigezh, rouedad Diwan...) ha perc’henn eo war ar salioù (gant an ti-k êts, kempenn...).
En em arc’hantaouiñ a ra ar skol gant savadoù ar poellgor skoazell (kuzul skoazell), ar skoazelloù publik evit arc’hantaouiñ an atsemoù s, treziadoù ar gumun hag an donezonoù roet gant an dud a blij dezho.
Pep kerent skoliad zo ezel eus an AEP evit gwir ha gallout a ra kemer perzh er gevredigezh.
Bep bloaz en em vod tud ar vugale e-pad un Emvod meur (e miz Here peurvuiañ) evit ober ar poent war ar bodet ha dilennet izili Burev ar gevredigezh.
Ar Burev zo ennañ ur prezidant, ur vesprezidantez, un teñzorerez, ur vesprezidantez hag ur sekretourez.
En AEP e kaver ivez ur bodad implijet, un den-dave evit ar prenadennoù, ar pourvezioù hag all, un den-dave evit an trezalc'h hag an trezalc' t evit echuiñ, un den-dave strollad skignañ AEP.
Ezhomm en deus an AEP tud a-youl vat hag o deus barregezhioù a bep seurt : merañ ar c’hoskor, kontouriezh, kehentiñ... Peotramant tud mennet hag a zegas mennozhioù nevez.
Le Kuzul Skoazell
Ar pal eo dastum an arc’hant a zo ezhomm evit mont en-dro mat ar skol. Evit se e aoz abadennoù ha roet e vez gounidoù an abadennoù-se d’an AEP. Digor eo ar gevredigezh-se d’an holl volontezhioù mat : kerent pe get.
Evel an AEP, bep bloaz e vez aozet gant ar gevredigezh hec’h Emvod-meur ha kinniget e vez emvodoù da brientiñ darvoudoù. s (2 bep trimiziad).
Pouezus-bras eo e gefridi rak, war un dro, ez eo kannadour ar skol e-keñver an dud na anavezont ket Diwan, hag eñ da c’houlenn dig azasaat an danvezioù buhez evit ma yafe ar skol en-dro ha ma vefe padus.
Bep bloaz en deus ar C’huzul ezhomm tud ar vugale, evit aozañ abadennoù (evel ma’z eo douger raktresoù), en ur zegas mennozhioù d’an labouradegoù met ivez en ur sikour a-youl vat evit an abadennoù aozet (s.o. izelañ).
Plediñ a ra ar c’hozhul ivez gant ar gwerzhioù a bep seurt a vez aozet gant ar rouedad a-hed ar bloaz.

